Mont d’an endalc’had

Pajenn:Pronost - I. Annaik II. Lili ha Roz Gouez.djvu/119

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 117 —



Lavar da vihana,
Enn eur glask enn da benn,
Petra c’halver hou-ma
Great gant euun tamm plankenn ?

Fanch a stok er blankenn,
Oc’h ober arveziou.
Ha troad ar benvek, krenn,
A lamm ouz he c’hinou.

Neuze Fanch e-kounnar,
Dostu da lavaret,
Oc’h he zaoler d’ann douar,
« Sapre Rozel daonet ! »

Ar Rozel a ziskouez
Da gement den lorc’hek,
Ne dleer ket kaout mez
O komz e brezounek.


————