Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 63 —
PEDENN
O Jezus, a ro d’ho kuir zervicherien ar c’hras da gaout eur maro mad, evit beza euruz goude-ze er baradoz, c’hui o peuz lakeat sant Anton da gaout eur maro ker kaer, ma ’zeo diskleriet sant var an douar : roit deomp ar c’hras da vale heb ean dre hent ar zantelez, evit ma c’hellimp plijout deoc’h da heur ar maro, ha mont ganeoc’h d’an eurusted heb fin.
————