Mont d’an endalc’had

Pajenn:Potron - Buez Sant Anton a Badou.djvu/59

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 53 —



EIL DEVEZ


Karantez sant Anton evit ar poaniou


Roue Maroc en doa merzeriet pemp relijiuz euz a Urs Sant-Frances. Ar guel euz a relegou ar verzerien-ze a reaz d’ar zant kaout kement a c’hoant da skuill he c’hoad evit Jezus-Krist ha da veza santelloc’h, ma viskaz dioc’h-tu sae ar Breudeur-bian ha ma en em lakeaz e penn an hent da vont d’an Afrik da glask ar verzerenti ; mes eur c’hlenved a deuaz dezhan hag a viraz outhan da gaout ar pez a glaske. Abalamour da-ze en em lakeaz da iun ha da ren eur vuez kalet evit beza merzer dre ar binijen.

Ma n’omp ket galvet da skuill hor goad evit ar Feiz, arabad deomp ankounac’haat e tleomp da viana brida hon techou fall, en eur bellaat diouzomp kement tra a c’helfe hon lakaat da zisplijout da Zoue.