Mont d’an endalc’had

Pajenn:Potron - Buez Sant Anton a Badou.djvu/50

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 44 —

komunia ha lavaret a galon, da vihana, an hano Santel a Jezus.

II. — 1° Induljansou a zeiz vloaz ha seiz guech daou ugent dervez pep deiz euz an navet araog gouel S. Anton (13 a viz even).

2° Kant devez en eur lavaret bemdez tri Gloria Patri evit trugarekaat an Dreïndet Sakr euz ar c’halloud burzuduz roet da Z. Anton.

3° Kant devez bemdez en eur lavaret eur beden bennag e intansion ar Vreuriez.

An oll Induljansou-ze diskleriet ha skrivet e Rom, a zo bet roet evit ato. Talvouduz int evit Eneou ar Purkator.


AR MEURS
DEVEZ SANT ANTON


Sant Anton, maro d’ar guener 13 a viz even, ne oue anterret nemet d’ar meurs varlerc’h. Ar burzudou c’hoarvezet enn devez-ze gant an dud en em erbedaz ouz ar Zant, a ioa ken niveruz ha ker sklear,