Mont d’an endalc’had

Pajenn:Potron - Buez Sant Anton a Badou.djvu/40

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 34 —


2° E Lyon e vez pelerinach. Enn iliz sant Bonavantur ez euz eun aoter dediet da zant ar miraklou. An niver bras a dud fidel a ia di, hag an testeniou heb niver digasset gant ar belerinet evit kaerat anezhi, a ziskuez ar fizians o deuz tud Lyon er zant-ma.

3° Er Hautes-Buttes, e kichenn Montherme, e departamant an Ardennes, ez oa pelerinach guechall hag a zo savet adarre a nevez eun nebeut blaveziou-zo. Deiz gouel sant Anton, e vez guelet eno ouspenn 3,000 pelerin deuet euz ar Beljik hag euz a goztez an anter-noz d’ar Frans, da c’houlenn grassou digant ar zant~ze, gloar Urs Sant-Frances.

4° E Paris, impasse de Saxe. An niver bras a draou a veler e chapel seurezet santes Clara, lakeat enn dro da imach ar zant evit he drugarekaat, a ziskuez sklear e plij da zant Anton rei ho goulenn d’an dud fidel en em erbed outhan.

5° C’hoarezet hon Urs, konsakret da Vari, hag a ia d’ar Missionou o deus, e