Mont d’an endalc’had

Pajenn:Potron - Buez Sant Anton a Badou.djvu/37

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 31 —

denn d’he velet. Mes peger souezet oa bet ann holl pa glevaz pephini anezho ar zant o prezeg enn he langaj, ken sklear ha ker freaz ha n’euz forz piou ! Neuze o velet pebez prezeger dispar oa sant Anton, eo e lavaraz an Tad santel ar c’homzou-ma : « Arche des deux Testaments et archives des Saintes Ecritures, » (An dra-ze a zinifi en doa ar zant desket mad ar skritur-sakr penn-da-benn ha kement o deuz lavaret an Tadou santel euz an Iliz).

Anton a zistroaz euz a Rom gant bennoz an Tad santel ar Pab, hag a reaz he sonj da vont da Badou, da jom evit mad : ar gear-ze eo a garie muia ; erruout a reaz ennhi da viz dû euz ar bloaz 1230. Pemp bloaz ha tregont en doa neuze.

An niver braz a eneou en deuz gounezet da Zoue dre he zarmoniou hag he viraklou, d’ar mare diveza-ze euz he vuez, a ziskuez peger braz oa he zantelez.