Mont d’an endalc’had

Pajenn:Potron - Buez Sant Anton a Badou.djvu/19

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 13 —

genta, dre humilite, kaout an henor-ze, en eur zigarezi n’en doa lennet, abaoue m’oa manac’h, leor all ebed nemed he Vrevier ; mes abarz ar fin e sentaz en despet d’he humilite, hag e tiskuezaz peger bras oa an tân euz a garantez Doue enn he galoun. He c’huiziegez, he spered lemm hag an nerz euz he gomzou a zouezaz kement an holl, ma oue heb dale hanvet gant ar Provincial da brezeger er Romagn. Prest goude, ar Patriarch santel, Frances a Asiz, o veza klevet komz euz he zantelez, her c’hargaz da brezek er c’harteriou all.


IV


Sant Anton er Puy


Pa edo gardianer Puy, er bloaz 1225, Anton a anavezaz eun noter iaouank. Petra bennag ma rene hema buez fall, ar zant her salude gant respet beb tro m’en em gave ganthan. An noter a gemere an dra-ze evit eur goaperez hag