gresqui é zouar labour. Ar ré gouiec er gonnidegues, péré en deus bet lin mad enô, é reont fal ta, fouguéa al lin ac alia an dud dada cals anezan er vroiou-ze ; mes, é quément lec’h ez eus douar mad ha calz tremp, al lin zo talvoudussoc’h da lacaad evid né zeo an idou, ispicial abaoé ez int eed quen dister en hô priz. Guerza reer mad pez a guerer a lin er stal leien nevez savet é Landerné.
Doaré doura ha braéâ al lin.
Ned eo quet red comzout amâ deus ar c’hizou doura ha braéa é heulier er vro ; anavezet avoalc’h ez int. Bez eus é bro ar Flamantet, darn coalorn deus Quiz dizcoezet gât ar flamantet.
ar Franç, quizou ada ha quempen al lin guelloc’h ha talvoudussoc’h evit ar ré-ni. An otronet hô deus savet eur stal vraz é Landerne, dober neud ha leien, hô deus clasquet Flamantet da ziscoëz hô c’hiz er vro ; digas a réont ar méchérourien-ze da guement tiec a choul anezo.
Ar c’hanap.
Ar c’hanap, né ader, couls lavar, nemet en darn creisté ac en diabarz an départaman. E ada reer el liorzou, ha né léqnéer peurvuia nemet ar pez a zo ezom evit caout dillajou an dud. Ar c’hanap dlé beza adet stanc, petraman é vezo ré déo ha guelloc’h dober Doaré é laboura.
querden evit da veza nezet. Teilla reer téo ha laboura reer doun. Goude an ada, é vez gred er c’henta devechou eis a vis vaé, e teuller c’hoas eur guiscadic bru-