Pajenn:Pompery - Quelennou var labour pe gonnidegues an douar, 1851.djvu/92

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 92 —

marc’hadourien anavezet a bel zo ; guelloc’h a vizé zoquen goul cred abarz prena ha lacad eur marc’hadour louzou oc’h essaei mard eo mad. Teurel a reer pevar boezellad ludu du dré zéves arat.


Froza reer an douar it-tu gât an oguet ac ar ruilleres, quiz buanoc’h, dibec’hussoc’h ha talvoudussoc’h evit piguella. An it-tu a ra eur guempennadur mad evit an eostou al. Al beza adet ivez da droc’ha dal loënnet, Nequet caër da droc’ha e glaz dal loënnet.

mes ned eo quet eur boëtach caër evit hô : ar beurc’het a zreb cals anezan né roont nemet nebeut a leaz. Bez eus eur seurt al abretoc’h ha crêoc’h doc’h an Guinis-tu Tartari,Russi pé Sibiri.

amzer, lavaret it-tu Tartari, it-tu Russi, pé Sibiri ; founus eo da deurel ît, mes é greun néquet couls dober iôd na crampoëz. Ar guinis-tu a zéo gât an avel voor, dont a ra guelloc’h en diabarz ar vro evit né ra quichen an ochou. Ouspen, an douar, peurvuia scân, er c’harteriou-zé, zo guelloc’h dan it-tu, ac ada reer ivez calz en hô : an it-tu eo zoquen ar vrassa eost é léqueer er vroiou zont.


Eost ar guinis-tu.

Ar guinist-tu eoster en devechou divezad deus a vis guengolo ac é mis éré. Evel ar greunennou nanvont nemet an eil goudé ar réal, neller quet gortoi quen né vez ân avoalc’h, rac alfed col ar guella greun, abalamour ma tizil ha ma quellit goal vuan. Peurvuia é coler ato eun nebeut bennag, rac amzer fal digouez alies er maré zé doc’h ar bloas. Pa neo-