Pajenn:Pompery - Quelennou var labour pe gonnidegues an douar, 1851.djvu/84

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 84 —

nevez-amzer, an eilz a zeuio guelloc’h en oc’h e ada eun tamic divezad, en douarou glib. Erves er maré-zé, droug al lapousset, péré zoquen, né lammont quet quer goas oc’h an it-mâ, nalquet beza braz, é dléer golo ato gât an oguet, evit ober e beroc’h ha gât nebeutoc’h ad.


Meur a seurt eilz.

Bez eus meur a seurt eilz : el léon é c’hader ispicial an eilz a pidir renq ; e creis ar vro, da lavarout en dro da steir Brest, an eilz an aliessa adet zo ini a ziou renquennet, pini a zeu guelloc’h enô evit an eillou all. Quichen an od, ispicial é Ponabet, e hader eilz a c’houec’h rinquennet. Var an ochou tro var dro, darn doc’h an tieien adont ivez eilz goan, pini zo ân abred An eilz goan vize mad da roei brazit da droc’ha abred dal loënnet.

abred, ac a rofé, ma vizé adet da gaout brazit, eun droc’h founus é maré. Bez eus nevez zo, daou seurt eilz en noaz, eus a béré ar blusquen zo quen tanô ha plusquen ar segal ; dléont roei nebeutoc’h a bren ha beza founussoc’h en hô bleut evit an eillou at. Ar c’henta seurt, digasset tro Castellin, hanvet eilz nantô, zo bian ha dister en é greun ; eguilé, adet é tro Moutroulez, ac anvet eilz ybrayala, zo caër dreist ol, dré déoder ha pouéz é greun, ac é dlé beza diguemmeret quentoc’h ac arseurt quenta. An