Pajenn:Pompery - Quelennou var labour pe gonnidegues an douar, 1851.djvu/82

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 82 —

ha ré baour evit roei guinis. Dont a ra mad var lec’h an it-tu ha varlec’h quement tra en deus dilouzaouet ha roessed an douar. Né nem blich quet en eun douar ré grêo ha né zeuquet var melchen troed. Ar maré dé ada zo en diben ar miz éré pé er c’henta devechou eus a vis du. Guelloc’h eo e ada eun tamic abred, rac ar glaoeger, maré an ada, é réont droug Doaré ada ar segal.

dezan. Evel dar guinis, pa ader gât an oguet, eller laboura ha quempen an douar abarz maré an ada ; mes, mar c’heus nec’h araoc drouc ar brini pé ar lapousset al, ez eo guelloc’h ada ar segal dindan ar bôm, en oc’h cloeda goude, evit froza ar bomou. Ada reer eur boezellad pé eur hoezellad ha palefras dré zeves arat. Ar segal adet founus, da gaout da Segal brazit

falc’hat abréd, zo talvoudus en nevé amzer ; dont a ra guelloc’h, founussoc’h, abretoc’h, evit ar c’herc’h ha guelloc’h eo ta e lacat pa ader brazit. Lacad a reer var e lec’h guinistu, irvinnou, rutabagas, etc. Querquent eo bet peur droc’het dal loënnet.


An eilz

An eilz a c’houl douar dru ha roês. Pa blich an douar dan it mâ, e tol ato eost founus. Ma né roesseer quet mad avoalc’h an douar, an eilz né dallo quet cals a dra. Rô a rear eul labour barz ar goan, eun al barz e ada, evit golo an teil ; rac an douarou crêo calmassont goassoc’h c’hoas, pa zint labouret er goan, ac er maré ez eus dour ebarz. Ada reer abaoé anter meurs betec an devechou quentâ deus a vis vaê. Pa vez glaoec an