Pajenn:Pompery - Quelennou var labour pe gonnidegues an douar, 1851.djvu/80

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 80 —

implijer anezâ. Scuilla reer ar râz var an ad, ac e c’hliber gât eiz scudellet dour, é pehini ez eo bet teuzet an olen ; goude higer mad ar bern, qué né vezo quemmesquet avoalc’h gât an ad.


Chench ha renevezi an adou a zo red eur vech an amzer.

An eves em eus laquet, meur a bloas zo, creteet gât meur a labourer douar squiantet, en deus roed da anaout dimé dré guir é zo red renevezi an adou a beb seurt, evit mirout al louzeier da vont da fal, ac ispicial ar guinizou. Al labourer aquétus a breno ta é ad en eur vro lec’h a vezo douar disenvel doc’h é ini ha guelloc’h c’hoas margal. Renevezi an ad zo ar guella miridigues oc’h an duen. Em labour-me, ar guinis meurs, pini zo ar seurt a zuan ar goassa, né deus droug ebet ar bloaves a renevezan an ad ; an eil bloaves e teu da zuani enn tam bennag, ha cresqui ato a ra an droug er bloavechou var lec’h. An ol tieien a oar er vad e renquer clasc ar c’haëra id dada ; ne quendalc’hin quet ta var ar guer ze. Eguis eo bet lavaret quentoc’h, dont a ra mad ar guinis en douarou scân, pa zint bet guelled avoalc’h gât treaz pé gât scotil.


Ar segal.

Ar segal a zo eun it a nebeutoc’h a zalloudegues evit ar guinis. Né ader aneza nemet en douarou losc