Pajenn:Pompery - Quelennou var labour pe gonnidegues an douar, 1851.djvu/76

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 76 —

liou, eur seurt al c’hoas en em stag oc’h ar pennou pa maint en hô blun, é vezont aliessoc’h var an eillou ha var ar c’herc’hou evit var ar guinizou. Evel var ar guinizou meurs, duen ar guinis, a stag goassoc’h oc’h lod doc’h ar guinizou goan : an idou deus ar vroiou Coalorn pé an idou tener, duanont aliessoc'h evit an idou calet ; an idou deus ar creisteiz né zuanont quet quen aliez. [1] Ar clenvet-mâ, pini né scoquet var an eillou nac ar c’herc’hou, a ra cals gaou dar guinis pa zeu ; bianaat a ra cals e zalloudegues. Evit é virout, é reer meur a dra, ac ispicial lacad an ad er râz : mes nerz ar râz evit mirout doc’h an duen neller quet roei da guir. A barz digoëzout Ned eo quet red da vir ez eo mad ar raz da virout an idou deus an duen.

eon da implijout ar guella louzou evit mirout doc’h eur c’hlenvet bennag, red a vize gouzout mad petra zo oc’h e c’has ; eb an anaoudegues quenta-ze, neller quet quenebeut gouzout an doaré guir da virout outhi : evelse, pa guir nouier quet petra zigas an duen, neller quet discoez en eun doaré squiantus, ar c’hiz da zerc’hel ar guinizou eb an droug-zé : ar râz né ra vad ebet d’an it nemet é hasta da guellidi. Meur a bloas zo, em eus eannet, abalamour dan discouëzadures oc’h eus lennet bremaïc, da lacat râz gât m’ad guinis ; couscoude, bremâ, quercouls ac er maré é heulien ar c’hiz-ze, né gaver biscoas

eur pennet duannet em guinizou goan. An
  1. An idou tener a zo deus ar vroiou coalorn, ar ré galet deus ar c’hreistéiz.