Pajenn:Pompery - Quelennou var labour pe gonnidegues an douar, 1851.djvu/74

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 74 —



An idou calet ha luguernus roont eun toaz c’hoéussoc’h ac iroc’h evit ini a rô an idou tener ; bez int clasquet ivez dreist ar réal gât ar vilinérien ac ar Guinis meurs

volongerien ; ar guinizou meurs nem verzont mad, couzien e roont eun toas c’hoéus ha dré ma eo tanoc’h ar blusquen outô, ac e roont muioc’h a bleut ha nebeutoc’h a bren evit an idou goan. Neus, couls lavar, nemet ar seurt barvec e vez anavezet e breiz ; quentoc’h a stag an duen outé en douarou crê evit né Idou meurs corbi.

ra en douarou scan. Bez eus meur a ouen guinis meurs corbi é vizé talvoudus essaei en hor douarou priec ; étré-zô : eur seurt guen, é c’hader er c’hoalorn ac en diabarz eus ar Franz, digasset gât an aotrou Mauduit, ac e nem ziscoëz mad quichen Quimperlé ; eur seurt al ruz, deut deus coalorn bro an Allemantet en départamanchou tosta diouti, dléfé bez essaêet ivez. Pa zigasser idou névez er vro, ez eo guelloc’h ato digas ré ar vroiou Coalorn ; ré ar C’hreisté né quendalc’hont quet hô zoaré e Breiz.


Tri seurt duen clenvechou ar guinis.

An duen zo eur c’hlenvet ac a zigas ar bleut da veza eur poult du ha flerius ; eun duen al, hanvet ar verquen, a stag oc’h ar c’horzennou ac oc’h an de-