Mont d’an endalc’had

Pajenn:Pompery - Quelennou var labour pe gonnidegues an douar, 1851.djvu/72

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 72 —

loc’h griou, druoc’h ez int ha queffia réont muioc’h pa c’holoer an ad gât an oguet. An oguet braz evit golo, gred gât an aotrou Bodin, oc’h pini ez eus dent Oguet braz evit goloï deus an aotrou Bodin.

cam leden, péré é c’héont doun en douar, a c’holo mad an ad, en eur cloëda nemet eur vech. Né c’houl quet crêoc’h denn evit an oguet al, ac eller e implijout ivez da froza an douarou digoret evit an it-tu pé evit traou al.


Mad eo troei abred an douar guinis, ma eller ada paguerer, dré zevechou caër, ac e ber amzer, eur vech deut ar maré. Pa ader dindan, gât an allar ouarn Doaré al dada.

cren pé n° tri, gât ar pevare zoquen pé ar vianna, en douarou eun tamic priec, é léquéer an allar da grégui nebeut ha bomou baz, ma ello an it dont e meaz. Lec’h coucha ar bomou gât ar var, e roer, evit espern al labour zé, eun tol oguet creo, guelloc’h evit coucha da zrailla ar bom ha déssaat an it da zioana. En douarou losc, péré ellont goulen beza moustret, lec’h moustra gât ar var, evel ma reer en douarou roê deus al Léon, eller ober quercouls gât ar ruilleres, pini a vezo laquet var an dachen, pa vezo adet, doc’h ma vezo an douar.