Pajenn:Pompery - Quelennou var labour pe gonnidegues an douar, 1851.djvu/70

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 70 —

piz, eur boezellad a vezo trevoalc’h ; muioc’h a dleer teurel, ma ader dré amzer glao, en eur maré divezad, barz douar glib, rac, neuzé lod deus an ad né c’hlazont quet ; né labouront nemet nebeut goude ma zint deut e meaz, ac al lapousset hô deus amzer d’hô zanoad calz. Ada reer peurvuia dindan ar bom ; pa nequet ré bonner an douar, ar c’hiz-zé ar vella evit mirout d’oc’h an droug a ra al lapousset. Guelloc’h eo, velato, ada varc’horré, pa eller ober é maré, da lavarout er pemzec té quenta deus a viz du, ha golo gât an oguet ouarn en oc’h ober daou dol var an dachen.


An idou adet abred gât an oguet a zeuont ato da vad. Couscoude chanssussoc’h ez int pa zaléer an ada, en douarou pinvidic, gât aoun né zeufé an id da veza ré zru. Mirout a réer oc’h quement-sé, pa ader abred, en oc’h biannaat an tremp ha boëz ada tanoc’h. Peurvuia, an tieien hô deus nerc’h diguémérout ar c’hiz ada an idou gât an oguet. Evelsé a credont é c’harzo guelloc’h ar c’herc’hou dindan ar bom oc’h ar scorn. Discoëzet avoalc’h eo bremâ dan tieien tro ar Faou, penaoz, en douarou scanva, ar c’herc’hou laqueed didan zo goassoc’h tânoëd gât ar scorn evit ar ré e c’hadont var c’horré ; an idou iaouanc a réont guel-