Pajenn:Pompery - Quelennou var labour pe gonnidegues an douar, 1851.djvu/60

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 60 —



An oguet a vruzun treoalc’h e-unan an douarou scan.

En douarou losc, an oguet a roessa trevoalc’h e-unan. Mes ar rullleres a zo talvoudus braz, evit moustra an douar, goude an ada, da virout ne zaï cuit an douçder ha da lacat an adou da c’hlaza buanoc’h. En nevez amzer, eur vech disséc’het avoalc’h an douar, ez eo mad ruilla an idou goan, da starda an Meur a zoaré al da implijout ar ruilleres.

douar en dro da griou ar c’herc’h, savet ha dizouaret gât ar scorn, ha da flastra ar pouloudou var ar guinizou ; an douar roê, a reer er guisse en dro dar guinizennou iaouanc, hô lac dober griou neve ha da guemer muioc’h a zruioni. Paz eo glib an douar, a rabat lacat ar ruilleres var n-an.


IV.


An douareres.

An douareres zo eur seurt allar a ziscouarn evit douara an avalou douar laquet a renquennadou. Ned eo quet red domni caout ar penvec-zé : ré nebeut a avalou douar e léquéomp evit béza talvoudus ober an dispin-ze ; ac an allar coat deus ar vro, oc’h péiné é lequeer eur scouarn al, a raï quercouls. Ar Ar c’houénérez sterniet.

c’houénéres-sternet en deus ezom da veza guelled c’hoas. En hor tieguechou vian, alfemp ober eb ar chouénérez ; couscoude, gât ar penfec-ze, e vize bianned calz al labour c’houenna. Evid-se, e c’hader ar brouscon griennec a rizennou, ac e gasser ar c’houenérez-sternet é tré-zo meur a vech, mard eo