Pajenn:Pompery - Quelennou var labour pe gonnidegues an douar, 1851.djvu/58

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 58 —



III.


Ar ruilleres.

Ar ruilleres ned eo quet queu anavezet er vro evel ma zeo an oguet ; quement se, é veller unan bennag bremâ e tro ar Faou. Ar ruilleres a vez gred gât eur vezen pé gât eur men crennet e doaré ruilla, treuzet gât eun aèl, eus pini ar bégou nem léquéont en daou du a ben doc’h ar c’hoatach a zo laquet en dro dar ruilleres. Eur c’hravaz, evit sterna eul loën, a zo staguet oc’h an treuzou a dreus a zo araoc. Lod d’oc’h ar ruillerezet ned eusquet a crivizier ; mes neuze al c’hoarvézout droug var boëz traon : ar ruilleres a zisquen buanoc’h evit né valé al loën zo oc’h e stlija, stoc a ra a vechou oc’h e zivisquer ac al é c’hlaza pé e sponta.


A zo mad evit bruzunna an douarou priec.

Ar ruilleres, a zo red evit an douarou crêô, dle beza pouneroc’h evit an ini ha labour en douarou scân. Couscoude, ar ré pounera né dléont quet poéza ouspen seiz pé eiz cant lur, nac izelloc’h evit pemp cant. Ar benvec-mâ zo evit bruzunna ar moudedou en douarou crèo, gât an oguet, an eil var lerc’h éguilé ; rac an oguet e-unan na bruzunéfe quet mad avoalc’h an douarou ré bouner, péré a c’houlennont avechou beza cloëdet ha ruillet meur a vech. Al labour-zé al cuitat an tiec deus al labour padus ha poanius lavaret piguella, pini a reer gât mirri.