Pajenn:Pompery - Quelennou var labour pe gonnidegues an douar, 1851.djvu/54

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 54 —



Quement seurt allar a ra an aotrou Bodin.

An allar ouarn Dombasle zo ar vella doc’h ar ré gred betec brema. An aotrou Bodin, eus a Roazon, pini a ra gât quement a eves ac a izin elleriou quer mad, en deus pevar seurt créoc’h pé vianoc’h. Ar c’hréa, ispicial ac an eil créa zoquen, zo dreist al da derri an douarou lann ; mes an drede pé an ini crenn a zo ar guella évit hor ezommou ha d’oc’h nerz hor loënnet. Eller ober gatan labouriou quer creô a quen tanô a feller ; couscoude, evit ada id dindan ar bom, ar pévafe allar pé ar vianna zo an ini guella. Andvet a tin ebquen quement allar bro gred en eur c’hiz névé. Bez eus, étré-zô, an eller Meur a allar bro gred en eur c’hiz nevez.

Belleguic, coquin ha locher ; braz int meurbed, tenn dal loënnet, ha nint mad, evel quement allar bro gred en eur c’hiz nevez, nemet dober al labourou douna, péré é vezint guelloc’h gred gât an allar créa ha gât an eil créa deus an aotrou Bodin.


Pérac an eller ouarn Dombasle- Bodin né zeuont buanoc’h da veza stanc er vro.

Al labourerien douar hô deus n’ec’h da ziguemmerout an allar-mâ, abalamour né deusquet a quillorou ha dré ma labour en eun doaré disenvel doc’h ar ré ez int boazet da gas. Quement sé, dont a réont buan da boaza outan, de gaout eassoc’h ha talvoudussoc’h, ha goude né c’houzâont tam ar ré al. An allar eb quillorou a c’houl dré virione, muioc’h a evez