Pajenn:Pompery - Quelennou var labour pe gonnidegues an douar, 1851.djvu/50

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 50 —

Allar Dombasle-Bodin, hanvet allar ouarn.

an douar a stag oc’h ar guignalar. An allar dombasle-Bodin, pini a zo anavezet bremâ e meur a lec’h, ispicial tro ar Faou, lec’h neus quen nemet an mui, couls lavar, a zo cals talvoudussoc’h evit an allar-bro. Quement Pe quer talvoudus eo.

tam zo oc’h e ober a zo crê ha stardet e doaré ; ar c’hénver, ar guignalar ac ar goarégou, quement tam e za en douar a zo potin. An douar ne stag quet oc’h ar guignalar ; pa zeo deut flour, distag a ra neat e bomm, eb e zorri nac e losquer en ent evel an eller al. E zoc’h, plad ha leden, a zigor eun ant deus a eun droatet ledander ha c’houec’h meteut donder, en oc’h droc’ha piz ar griou balan, drez, raden ha quement louzeier fal. Pa c’hoanteer troei dounoc’h, eller mont daou quement al en douar, en oc’h cread an denn, eh aon da derri an allar.


Doaré al labour mad.

Evit beza mad al labour, ar bommou né dléont quet beza re soun na ré gouézet. A zalec an daou bomm creis, e rencont ô nem reiza an neil doc’h éguilé, eb losquer toullou na rizennou étrézô, ma vréino al louzeier en oc’h vouga anezo. Creizennou an irvi dléont beza uelloc’h eun tamic, da lavarout e renquer roei eun tamic bouez traon a peb tu, bep a