Guis mad ispicial en douarou sec’h ha losc.
rou sec’h ha losc a ra ar muia vad troei glachen da servichout tremp. Ar guella traou dada evit troei glaz, zo ar guinis-tu, an irvinou ac eur seurt caol anaouet colza, ar melchen ru, etc. Eller caout segal mad var it tu troed en e blun ; mes an dud, er vro mâ, en do caz troei eostou dober tremp, ha, dre guir, talvoudegues ar c’his-ze ned eo quet braz matreze en hon vro. Couscoude, ar c’hiz troei ar melchennou da lacat guinis, eb tremp al, en em squign e meur a lec’h gât talvoudeguès, divezatoc’h e comzin deus ar c’hiz-ze.
An teil a rend beza golloëd mad.
An teil a renq béza golloët mad ; ar gonnideien a reont fall pa né c’holloont aneza nemet nebeut, ma vezo caët quentoc’h gât griou an traop nevez glazet ; an teil golloed fal zo guelc’het gât ar glaoeger er goan, dissassunet ha drebet en ân gât an avel ac an eôl, ha ne ra nemet nebeut a vad dan eostou.
Ne fal quet din cuitaat ar c’hentel ma eb lavarout adarre ar pez em eus lavaret da guentâ : evit caout cals teil, é renquer ada cals boëd loennet.