Mont d’an endalc’had

Pajenn:Pompery - Quelennou var labour pe gonnidegues an douar, 1851.djvu/44

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 44 —



Penaos implijer an toualc’h en teil e scol labour Trevarez.

An aotrou Kerjégu, pini a ren scol labour Trevarez, en deus impliget gât talvoudegues an toualc’h en teil. Cetu penaos a ra : an toualc’h a vez tennet goude an eost ; goudeze e vez draillet a dammou ma diguemmero quentoc’h an avel ha ma vruzuno guelloc’h dre nerz ar scorn ; eguisse, a hendal, e ia cuit an danveziou fal ha cré a zo enan. Ben eun nebeut missou, ez eo mad da guemesc e touez an teil evit cresqui ar bern, en oc’h e lacat a guiscadou, dre ma reer ar berniou, pé en oc’h leda eur guisquet mad er c’hraou pa e scarzer, petraman c’hoas en oc’h teurel an Ludu toualc’h mad da gaout it-tu irvinou, etc.

toualc’h e fossiou gred evit ze, lec’h e gliber gât an dour teil a iafe da gol. Eller ivez e poad ac a raï ludu mad da caout it tu, irvinnou, melchennou ha traou al. Var an ochou ac e quement vro a dost, e impliger eur vraz a louzeier moor a bep seurt, andvet bezin ; deus quement tremp glaz, ar re-mâ ar re hô Bezin.

deus ar muia nerz, ispicial dre meur a seurt aolen a zo enô evit eun darn vraz. Sul vuia eo dru ha leden ar bezinou, sul vella ez int ivez da drempa an douarou.


Edou ha louzeier al troëd da servichout tremp.

E broiou zo, e tremper c’hoas an douar, paz eo prim an teil, en oc’h troei edou glaz pé louzeier al adet da servichout tremp, ac e ver cuit dober eur charré ten en douarou a zo pel doc’h quer. Bez eo en doua-