Pajenn:Pompery - Quelennou var labour pe gonnidegues an douar, 1851.djvu/42

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 42 —



Talvoudegues ar c’hiz bernia an teil.

An teil a renc ta beza savet ha berniet mad en eul lec’h quentoc’h plen evit doun, gât eur oazic tro var dro da zestum an dour ha de zigas en eul lennic gred er pen izella deus ar bern. Ten a reer ac’hano evit En ân, e zo red doura ar berniou.

doura an teil ; en ân e zo red e c’hliba, petraman en em domo gât ré a nerz ; dont a raï da venna, da zevi ha da zissec’ha. Er goan neusquet mui a ezoum doura an teil ; an dour glaoeger no c’hlibont ha ne Re a zour var an teil a zo fal.

zisvelc’hont nemet re ar bern ; nalquet nem doma, pé nem doma fal a ra en doaré ze.


Doura ar prajeier gât an dour teil a ia da gol.

An dour dreist ezom ze, quemmesquet a dour teil, zo collet peurvuia dre leziregues an dud. Red eo e encha var ar foeneier, pe, ma neller quet, e garga e bariquennou, a zigassor, var eur c’harric bian, er prajeier en do ar muia ezom da veza trempet. Eller c’hoas, gât an dour teil ze, ober eur seurt mannou dru, en oc’h teurel ebarz lann, delliou, radenou, pel niet, toualc’h dissec’het ha louzeier al. An teil plouz zo guelloc’h evit ar re gred gât traou al ; quement ze, e renquer, abalamour ma eo re prim ar Sofach mad dober teil ha da c’houzilla

plouz ato, implijout lann, bruc, balan, etc. An toualc’h alfe ivez beza laquet en implich, en eun doare talvoudus braz, evit cresqui an teil.