Mont d’an endalc’had

Pajenn:Pompery - Quelennou var labour pe gonnidegues an douar, 1851.djvu/40

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 40 —

Penaos e renq beza quem- mesquet an ol teil.

quement seurt teil, péré nem vellaïnt an eil ac éguilé, ha ne tomint quet quer buan na gât quement a nerz ac ar berniou gred gât teil tom ebquen ; mes buanoc’h, couscoude, evit ar ré nint gred nemet a teil ien. Ar c’hemmesq-zé é dléer dober c’hoas en tiéguéchou lec’h é vez an ol douarou en envel doaré. Evit dastum cals teil ac ini dru, ned eo quet trevoalc’h caout cals loënnet, red eo c’hoas hô boëtta mad. Ar saoud menez, péré nho deus, pad ar goan, nemet eun tam plouz pa zeuont peb nôz er c’hraou, né réont nemet teil seac’h ha treud, ha nébeud avoalc’h. Evelsé : nebeut a loennet, magnet mad er c’hraou, a roio muioc’h a teil ha druoc’h evit ne raï eun niver bras boèted fal ac ato e meaz.


En darn vuia dens an tieguechou breiz, an teil zo tollet er porz gât ar vrassa diegui ; beuzet eo enô gât an dour glaoëger, d’heul pini a ia ar bep goella ac ar bep drua deus an tremp. Bez eo, ouspen, eur c’hiz louz ha clanvus, ha zo evit eun dra bennac er c’hlevechou a veller squei quen aliez al var meaz, da lavarout an derzennou, etc.