E pe seurt doare al prena teil gât digol.
Ar ré a lac cals lin ac eostou a guerzidigues talvoudus, ellont c’hoas prena teil gat digol ; a-hendal nellont quet ober hô-unan quement tremp e rencont caout evit ezommou ar seurt eostou-zé, eus a béré an dalloudegues ac an ezaman guerza hô digol avoalc’h deus hô dispiniou. An darn-vuia ivez deus an tieien tost dan od pé dar c’heriou a bren teil quer ha bezin ; ar ré diabarz ar vro ne brenont quet, Talvoudus- soc’h eo prena treaz.
ha né dléont quet ober quenebeut, Squiantussoc’h e vint en oc’h prena treaz od, pini a vellaï ar guella hô douarou bruc, quer paour ha quen dister da deurel eost. E bep seurt douar, a-hend al, lec’h neus quet doc’h an danveziou ze, e raïnt eur vad dreist al, evel eo bed lavaret c’hoas. An eostou quer talvoudus e vez en douarou od, abalamour dan treaz a zo barz, ar guellidigues a zo bet é quement lec’h ez eus bet casset, a ziscoez pé quer talvoudus eo. Couscoudé a rabat teurel ré en eur vech. Ma lequeer ré a treaz en eun dachen, e zévo an idou ; guelloc’h eo treza nebeutoc’h ac aliessoc’h. An tremp an aliessa implijet, zo an teil loënnet, mesquet oc’h an traou a vez laquet da gouzilla. An teil quezec ac an teil denvet zo ar ré doma ac ar ré en deus ar muia nerz ; mad int ispicial evit trempa an douarou ien ha pouner. An teil saoud, ienoc’h ha pelloc’h da vreina, zo mad dreist ol da drempa an douarou losc ha tom, trezec pe meinec. En douarou daou-anter, da lavarout na ré bouner na ré scân, eo guelloc’h quemmesq