Pajenn:Pompery - Quelennou var labour pe gonnidegues an douar, 1851.djvu/30

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 30 —



Ac en oc’h hô quemmesqui gât an tuf paz eo priec en e zoaré.

E quement seurt douar e zeus ato muioc’h pé nebeutoc’h a trez meinec, deut dré ma nem zisplusq pé dré ma nem froz ar c’harrec dindan. Mar deus en douarou scân, tuff priec dindan, ez eo c’hoas talvoudus braz da zigaz nebeut anezé var c’horré, dré labouriou doun. An tuf a froz buan ; paz o priec, en em quemmesq gât an douar ac e zigas stagussoc’h ha druoc’h.


Dré an treaz ac ar scotil.

An tu guella peurvuia ac en essa evit guellad an douarou losq, zo teurel ebars an treaz creguennec e caver en ochou. E guisse e digasser en douar eun danvez pinvidic meurbed, dré pini eller caout buan an eostou né zeuont német er guella douarou. Goudé ma zéo bet trezet, é lequeer péurvuia eun eost ségal vinis ; an tréaz en deus guelléet quemend an douar, ma veller alies ar guinis gounid var ar ségal, he vouga ha quemmerout an douar evit-an e-unan : lec’h caout ségal vinis néoster nemet guinis diguemmesq. An douarou scân, eur vech trezet, é roont ivez An treaz a zo guelloc’h evit ar scotil en douarou scân. melchennou mad, panès brao, etc. An treaz zo guelloc’h evit ar scotil da guellad an douarou-mâ, abalalamour, dré ma pem quemmesq buanoc’h gât an douar, é ners a verq doc’htu, ha ners ar scotil né ra