mirout doc’h an ear diavez queit a ma pad. Pa ziouérer an eves quenta-zé, ar picou ruz né zeuont quet é meaz founus avoalc’h, ar c’hlenvet ez a var ar c’houraïou, en diabarz, gât quément a nerz, ma neller quet aliez é baréa.
Louzou ar c’hommiri, ar ré a baré dré bédennou ha dré meur a c’hiz al disquiantus.
Nalfen quet sevel ré, abarz cuitaad, a eneb créden an dud, var-meaz, é quement louzou a rô ar c’hommiri gôz, ac ar ré a lavar paréa dré bédennou, dré ar stroaz, etc., ac é glasquer ato quentoc’h evit eun den gouiec. Couscoudé, dré ma nouzont quet penaoz é ma corf an dud, nac é pé c’hiz é ma ac a labour ar c’houraïou zo diabarz, ar pez nanavézont tam ebet, mervel a ra calz deus an dud créduz é louzaouont. E quémént clenvet, cétu ar c’hélennou renquer deulia Quélennou mad deulia er c’hlenvéchou.
abarz né vezo deut ar midissin : chom er guelé ; eva nebeut, eur vech an amzer, dour clouar zi var eilz, zi var querc’h, zi var bleun scaôgrac’h, pé caol-maro, etc. ; chom eb dribi grons : al loênnet er c’hiz-zé hô deus muioc’h a squiant evid an dud, ha guellet a réomp anezô leusqueur hô boêd, pa zigouez dezô beza clân ; divoal striz deuz quément louzou ha quément evach crê, tânus, doc’h ar guin-ardant ha doc’h ar guin al zoqnen ; en divez, nem zerc’hel en domder, eb ré a palennou, couscoudé, abalamour c’houézi dré calz golô ned eo quet caër. Er c’hlenvéchou vian, euliâ ar c’hélennou-mâ ello beza trevoalc’h evid paréa.