Mont d’an endalc’had

Pajenn:Pompery - Quelennou var labour pe gonnidegues an douar, 1851.djvu/294

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 294 —

renquer guisca, er maré-zé doc’h ar bloaz, an dillad oc’h eus tennet en deiz ; panéved-zé, eller paca pistigou var ar c’houraillou, goal glenvet a scô aliez Ac eva dour criz en oc’h c’houézi.

er poënt bloaz-zé. Fal dreist-ol eo ivez éva calz dour criz pa éaner da laboura. Né ra quet a zroug quer buan, pa dorrer é grizder en oc’h quemmesqui barz eur bannic guin-êgr, sit pé guin-ardant ; velato é vezo évézus divoal ato nem deurel ré dan ezom en deus unan da derri é zerc’het. E meur a vro, an dud né zouguont quet a lérou ; diarc’hen é vézont Quizou al quer fal c’hoas.

ân goân. Ar c’hiz-zé zo fal bras ispicial dar iec’het ar vugalé ha dan ini an dud sempl ha dister. Bez eo c’hoaz dievézus braz, pa zeuer doc’h al labour, an dillad glibet gât ar glaô, chom eb chench anezô.


Er c’hiz-zé eo é paquer beb a nebeut meur a c’hlenvet, da lavarout pâz, rem, pistigou, poan galoun, meur a seurt derzien, tanigen ar sac’h ac ar boëzellou. Clenvéchou ar zac’h ac ar boëzellou.

Gât ar c’hlenved divezad-mâ ispicial a varv calz tud var meaz ; dont a ra dreist-ol dré ar vezventi, ac ar c’hofadou guin-ardant. Nalfed quet mirout ré ar gonnideien oc’h quément evach crê, péré, a-hend-al, a zo fal ha quemmesquet peurvuia a zanvéziou