Mont d’an endalc’had

Pajenn:Pompery - Quelennou var labour pe gonnidegues an douar, 1851.djvu/292

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 292 —



E pé c’hiz ez eo fal ar guéléou cloz.

Er guéléou cloz, an neb a zo clan a renq c’houéza ear fal, ac a goassa dezan. Alfed é denna deus ar goal zoaré-zé, ma ziguemerfed var meaz guéléou dizolô, lincériou stinet tro var dro, quercoulz da guza an dud ha guelloc’h dar ierc’het.


Divoal a renquer doc’h an eôl tom.

Mirout a renquer hô pen gât éves, pa labourer dindan éôl nerzus ; rac, an eôl goal dom, pa né zivoaler quet, al squei unan a goal daoliou goat, pétraman oc’h an tanijen groc’hénen a c’holô diabarz ar ben. Guellet em eus c’hoarvézont meur a vech ; mes an dud var meaz zo quen disquiant, ma nouient biscoaz penaoz é teué ar c’hlenvéchou a dol-zé, euliet quen aliez deus ar maro.


Pé quer fal eo paca ar ienien en oc’h c’houézi.

En ân, al labourer a raï mad divoal gât éves paea ar ienien goudé beza nem domet. En oc’h c’houézi, a rabat qnénebeut azéa var an douar glib ha ien, na chom lec’h a red an avel, da lavarout étré an diou zôr a vezont peurvuia quenver-a-quenver an eil deus ében, en hor tier var meaz. Oc’h an diévez-ma é renquer divoal dreist-ol ; rac ar iénien é paquer en avélou red, zo ar ré traëtoura. An amzer a zo ien doc’h ar mintin ha doc’h an abardaez en névez-amzer, clouar eo é creiz an deis ; cant a ma iëna an ear, é