cas lec’h al, aroc clasquout digas an allar, el lannéger ; ha c’hoas né dléer ober nemet gât eves ha peb a nebeut. Bremâ pa guir ez eo prim an teil en tiéguéchou a zi-abarz ar vro, quempen ar foënneier ac hô doura, guellaad ha dizac’ha an toualc’hennou ac ar ieûnou, evit cresqui ar foën, pini a rô an teil, dléont ta, evit ober gât squiant ha talvoudégues, beza gred diaguent diguéri lannéger. Mes, arabat é ancounac’had : evid guellaad, ar mélour en deus ezom beza gouiecoc’h ha caout lizerou padus. Evel en deus lavaret unan benag :
« Dal ma roor dal labourer an darn a zléfé caout dré léalded, pa en deus cresquet taloudégues an douar ; pa vezo en é ziégues en eun doaré postecoc’h, quema raï é boan ac é nerz, evit guellaad ar gonnidégues, doc’h padélez é lizer. »