Mont d’an endalc’had

Pajenn:Pompery - Quelennou var labour pe gonnidegues an douar, 1851.djvu/284

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 284 —



Digoradur al lannéger.

Credi reer, en doaré dibostec é mâ bremâ, ne deus quet an tiec calz a galoun evid diguéri al lannéger nac ober prajeier er ieunou pé er stanquennou dourus é caver quen aliez al er vro. Gonnidegues an douar a jomo ta eb guellaad calz, al lannéger chomint dilézet, queit a né zigoler quet al labourer en eun doaré léal ha talvoudus. Caër zo ivez roei gajou evit alia diguéri al lannéger, né reer nemet nebeut : ar berc’henned douar ebquen a zifrost lannéger, rac neus nemet-hô Ned eo talvoudus nemet dar berc’henned douar.

a guéont talvoudegues oc’h ober ar seurt guellidigués-zé. Ar c’hajou, péré a zigouez ol gât-hô, né réont quet diguéri eur meteut douar : ned eo quet abalamour da gaout gajou é reont douar labour doc’h douar lan ; ar ré hô deus anezô nhô deusquet ezom da veza aliet en doaré-zé. A-hend-al, ar gonnideien, eus hor c’hartériou a zouarou dister, ac ellout alfent gât Petra zo c’hoas ô c’harza digoradur al lannéger.

furnez clasq difrosta an douarou ien, pa hô deus an douarou labour hô-unan quement a ezom da veza guelleed ha da gaout treaz ha tremp ? E dléer caout teil dreist an ezomou, caout a renquer da deurel founus en douarou labouret ha beza crê avoalc’h evit