Pajenn:Pompery - Quelennou var labour pe gonnidegues an douar, 1851.djvu/282

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 282 —

e rô gajou brassoc’h. doc’h an oad ha doc’h ma zint founus da droc’ha. Gouézout a reer eaz avoalc’h péguément an doaré lizer-mâ, eller eulia evid quement seurt guellidigues, en dijé a nerz evit alia an tieien da guellad ar gonnidégues [1]. A-hend-al, sulvuia é vezor carantézus evid guellad doaré ar mélour, sul-vuia é carint ivez an dud a danvez. Ma teufé ar c’hentel-ma, evit anavézout ar guellidigues roëd dan douar, da veza diguéméret é touez ar berc’henned, an dud-guirion, a reiz bremâ ar ez a zel oc’h al labourérien kear, alfént beza savet ivez var meaz da Tud guirion da reiza ar gonnidégues var meaz.

reiza ar pez a zel oc’h gonnidégues an douar. An dud guirion-zé, anter perc’henned douar ac anter mélourien, rôfent dan eil ré ha dar ré-al ar guella cred da veza gouiec ac éon, ac é vigent en hô frizach, guiroc’h evit ar prizachourien dré vicher. Hi hô défé ar varn deus a guement tra a zelfé oc’h al labour var-meaz, ha reiza rafent léal talvoudégues ar guellidigues gred var an tiégues, ac an darn gajou dled dar mélour, eb ober col dar perc’hen, nac é lacaad da zouguen cargou diguem gât é danvez. Ouspen unani a rafent an dud pa sao étré-zô, aliez zivar ben traou distéric avoalc’h, ac é c’héont, étré daou-arn an dud

a lézen, da brossezou paduz, pére a gas anézô var netra.
  1. Al lizer gât gajou a zigol an tiec eb goasqua ar perc’hen ; rac emâ a c’honnez var cresq taloudégues é danvez en eun doaré a zo dreist an digol disler a c’houlenner gât-an. A neuzé, al lizer a verg é pé c’hiz al ar mélour guellad, ha nalquet ober dreist ar c’her-zé.