Pajenn:Pompery - Quelennou var labour pe gonnidegues an douar, 1851.djvu/280

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 280 —

couëza quen aliez ha mont quen izel, ma zeo avechou dieaz, avechou al neller quet zoquen, paêa eur priz uel. A-hend-al, roei ebquen eur lizer padus, al douguen unan trevoalc’h da guellad é labour, ha bez eo a-vremâ eun digol deus ar guellidigues a roio dan tiégues queit a ma vezo gât-an ; cousooudé, né zigoler quet er guissé léal ayoalc’h an tiec, ma zeller oc’h al labour ac ar mizou, da gaout tremp ha treaz, a renquer ober pa vellaër an douar ; ispicial evid digueri lannéger.


Lizer al eus an aotrou Gasparin, gât gajou evit guellaad an tiégues.

An aotrou Gasparin a ziscoêz c’hoas eur c’hélen lizer guelloc’h evit ar vélourien ac ar re diaraoc. Bremâ, é-mé-z-an, leverer dan tiec : « labour, guella da diegues, neuzé cresquin ta goan-mikel pé az cassin é meaz, dal ma cavi ar c’honnid deus da boan ha deus da vizou. »

Goudé beza comzet éguissé, discoëz a ra, éguis an tu guir da roei caloun dar mélour evid guellad é labour ac evid guellad ar gonnidégues er vro é ber amzer, al lizer gât gajou. Cetu ar c’helen a rô deus al lizer-zé : gajou evit ar prajejer a-ber-amzer, eus a béré né vezo quet adet ouspen palefras deus an douarou : melchennou, deud mad, adet var idou meurs bloaves cuitaat pemp lur varn-uguent dré zéves arat. Evit ieotennou al, padussoc’h ha talvoudussoc’h,