Mont d’an endalc’had

Pajenn:Pompery - Quelennou var labour pe gonnidegues an douar, 1851.djvu/28

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 28 —

vrassa didan ; an dour a red mad avoalc’h etrezô ; mes er c’hiz-ze impliger calz muioc’h a vein ac é renquer ober muioc’h a c’harré.


Sâniou dissec’ha gred gât eun tiec aquetus.

Meur a hini a gav ar sâniou-mâ mizus ha dieaz dober, couscoude al labour-zé a zo talvoudus dober er goan, pa zeus amzer avoalc’h peurvuia. Anavezout a ran eun tiec aquetuz, pini en deus disséc’het quement douar dourec en devoa, dré sâniou gred en doare em eus discoëzet da guenta. En em laquet en devoa eun dléad evit-an dizoura peb bloas unan deus e parqueier ; abaoé nao vloas e ma oc’h ober al labour-zé, en deus disouret, en eun doaré da badout, é zouarou glipa ; gouned en deus brema digol é boan, en oc’h caout daou quement al a eost abaoé, ha guellet a ra, nevez-zo, darn deus é amezein ober evel-d-an.


Douarou scân.

Evit guellad an douarou scan, é renquer digas eno danveziou evit ho laqat stagussoc’h ha druoc’h. Ma vez pri an douar didan, ez eo ta mad digas peb bloas Guellad a réont en oc’h ô quemmesqui gât an douar dindan paz eo priec.

eun nebeudic var c’horré, dré laboura doun avoalc’h ; mes an dra-zé e renq beza gred gât furnez ha gât eves. Evit guir, ma quemmesquefed doc’htu ré doc’h an douar maro é touez an douar beo, e paourefed muioc’h mui, lec’h e guellad ; mes nebeudic eus an douar dindan, nalquet ober droug, ha dre ners an tremp, an avel ac an éol, é iaï buan da zouar béo.