véfé red, rac labouret a rafé eb digol, peurliessa evit é aotrou ebquen.
Ali an aotrou Leclerc-Thouin var al lizérou a-ber-amzer.
« Padélez al lizérou, a lavar an aotrou Leclerc-Thouin, zo eun dra ac a c’houl eves ; rac guellidigués eller ober dan douar, né dellont német gât an amzer ; léal vizé roei dar mélour amzer da gaout an talvoudegues deus é labour. Pa gouêzer mad, aliez tamaller a enep-guir ar vélourien, abalamour né vellaont quet hô c’hiz labour. »
Ali an aoutrou Gasparin zi var ben ar muia- daloudegues a ô ar melour dan douar.
An aotrou Gasparin, en eul Léôr var gonnidegues an douar, a guinig dar berc’hennet douar eur c’hiz lizérou lec’h anavézer ha digoller ar mélour dré ma vella gât-an an tiégues. Mar gred ar mélour en deus guelleed é zouar talvoudegues cant scoëd, en oc’h quinig dé aotrou quément-zé a gresq var al lizer côz, emâ renco ober lizer adarré gât-an, ha ma né fel ober, é dléo paêa mil scoëd dar mélour barz e cas cuit, da lavarout anter doc'h guir al lévéou nevez en deus-hen quiniguet dezan.
Euliet ga an aotrou Kerjegu.
An aotrou Kerjégu, pini a rén scol-labour Trévarez, ac em eus anvet c’hoas meur a vech, ô tiguémérout ar c’hélen-zé, en deus roëd dé vélourien lizérou envelep. Rô a ra dar mélour anter deus ar guelli-