Pajenn:Pompery - Quelennou var labour pe gonnidegues an douar, 1851.djvu/274

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 274 —

var an douar. Couscoudé, dré an urz guir ha léal, pep tra en deus dalloudegues a renq diguemérout é lod deus ar beac’h, ha red eo, evit guellaad ar gonnidegues, dissamma an douar ; rac, sulvuia é léqueer cargou var-nan, sulvuia é nem den ar guir-arc’hant diontan, abalamour ma gav lec’h al muioc’h a dalvoudegues. An dra-zé a zo evit eun dra bennag ô virout an tieien da gaout arc’hant da ziguémérout var lévéou izel avoalc’h ; ervez hô ezom.

Credi eller ma véfé dissammet an douar doc’h lod deus é beac’h, ar vélourien alfent caout quentoc’h gât perc’hennet an douar distolet, lizérou trugarézusoc’h evit hô eassaad béva, guellaad al labour ha cresqui pinvidigues ar vro.

Arzou vrassa zo ô virout gonnidegues an douar da vellad.

Brema, ar mélour, evel eo bet lavaret, né deus quet dira-z-an amzer padus avoalc’h évit béza c’hoantus da guellad é zouar. En é arc’han ez do quer prim, ma né deus peurliessa nemet trevoalc’h da veva distéric ; penaoz a rafé, pa ziouer dar gonnideien caout arc’han da ziguémérout doc’h hô ezomou, nemet en oc’h paéa lévéou mizus ha goal stard ! A-hend-al, goudé en devesô cresquet dalloudégues an douar, allo mont, pa zigouezo an termen, gât eun al, ma né fel dézâ roei muioc’h dé aotrou. Dré an dra-zé né deus quet calz a c’hallout da zigas treaz en é zouar evit é guellad, na da zizoura ar gé c’hlib, na dober quément tra a