Clenvéchou ar sit, ha penaoz a zeuont.
Falaad a ra quement sit pé clanvi réont, pa éver anezô doc’h an duellen, erves an ézomou. Ar sit, pa chom pel var é spluz en implich, a gol é vlaz ; en doaré-zé, dua pé vercla ra ; mes eller arza an droug eun tam bennag, en oc’h teurel ebarz eun nebeut suc pé vélass, var dro nao pé zec lur dré variquen.
Penaoz arza meur a clenvet deus ar sit.
Ma leusqueur ar sit da ziguémérout ato an avel, aliez nerz an trenc a zeu dé c’hounid en eur fesson neller quet érzel mui, mes ar vlaz-zé né zisplich quet dar ré zo boazet diouti. Al dont c’hoas, pa zeus calz spluz, eur vlaz brein goudé pini ar sit ned eo quet mad mui nemet da veza losquet rédec é meaz, pétraman dober guin-ardant. Eur c’hlenvet al a vez Sit ré zru pé éolec.
aliessoc’h, ispicial pa eo gludec ar sit, zo an druioni, pini al mont ivez da vreinadures. Pa za ré éolec ar sit, harzer avechou an droug en oc’h teurel é barz eun nebeut suc, pétraman per dizéc’het er forn. Ar sit éolec a ra dan dud a ev anezâ clanvi. Liva reer Doaré roei liou ha nerz dar sit.
ar sit en oc’h teurel é barz nebeut a suc teuzet ; evid créad ar sit dister, quemmesquer gât-an guin-ardant, doc’h an nerz a feller caout.