Pajenn:Pompery - Quelennou var labour pe gonnidegues an douar, 1851.djvu/266

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 266 —

roei nemet sit dister na tam paduz. Fal eo dastum an avalou a berniou vraz ; lédet é rencont beza a guiscadou An avalou né dléont quet beza dastumet e berniou braz.

tanô, pé laqued a berniouigou, pelleed an eil-ré doc’h or ré-al. Er berniou téo é reomp er vro, dont a réont dhô nem doma ha dré an nerz-zé é za cuit ar vlas dous, nellomp caout mui német sit divlaz, trenc pé eolec. Ar frouez vrein, péré creder peurliessa Dibab ar frouez vrein.

ez int ar ré vella dober sit mad, dléont beza dibabet ha tennet cuit, rac colet hô deus en oc’h vreina an danveziou a zo red evit roei sit é doaré.


Eves da lacat queit a ma ar sit ô virvi.

Dour an avalou, en oc’h dont deus ar goasquéres, a vez laqnet é pibou savet eur pen en treac’h ha didalet. Teurel a réer anezzân goudé er bariquennou, ha né reer quen nemet goloï toul ar fônil gât eun tam lincer glib, queit a ma labour ar sit, pini né zalé quet da virvi gât nerz. An tamou spluz ha quement tra fal a sao var c’horré, a réont eur guisq é tonl ar fônil ha mirout a réont ar sit doc’h an avel, pini é laqnéfé da drenca ; na rabat ta lemel ar guisq-zé, ac evessaad a renquer da zerc’hel ato ar variquen leun. Evit caout sit blazet mad, é zo red é chench variquen cant ma héan ar c’henta berô ; eur mis goudé chencher anezâ a variquen adarré ; bianad