Pajenn:Pompery - Quelennou var labour pe gonnidegues an douar, 1851.djvu/262

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 262 —

nefod calz strujou var eun dro. Ato dléer troc’ha ar scourrou a guemer ré a nerz var ar réal, péré anaouer er gallec drébérien.


Greffou, pé imboudennou.

Eller imbouda pé greffa er vaguéres petraman er vergé. Avechou gortozer, abarz greffa, qué né vez bet frouez var ar guez iaouanc ; ha né léquer quet var ré hô deus roed avalou mad ; cresqui a réont buanoc'h evit ar ré créfet ac ober réont caëroc’h guez peurvuia. Ar guella gréfou zo ar ré a guémérer var strujou névez ha savet sôn tram an tréac’h ; ar ré zo deut a led pé soublet tra ma-n-traon, né grescont biscoas gât quément a nerz. Clasq a renquer an téva strujou ivez ac hô zroc’her var ed nao pé zec meutet. Gréfa reer en oc’h faouta, var dro uelded, ouec’h droatet, ac a zigasser divezatoc’h ar strujou var tri pé bévar scour vraz.


Guella tu da droei ar vergéou.

Quement a ma eller, ar vergéou dléont beza troëd tra ma-n-tu a labouront ar vella, da lavarout dar zao-éôl ha dar c’hreisté ; ar vergéou né zeuont quet caër er parcou soublet trama ar c’huz-eôl ac ar c’hoalorn. Mad eo pala an douar en dro dar guez avalou iaouanc, en oc’h divoal fouëltra ar c’hriou. Mirout a reer da dirienna en dro dezô, ha derc’hel a ree an