Mont d’an endalc’had

Pajenn:Pompery - Quelennou var labour pe gonnidegues an douar, 1851.djvu/260

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 260 —



Eves a c’houl ar maguéréset.

Ada reer é rizennadou, en eun douar labouret ha trempet mad, gât mânou pé teil breinet ha bruzunet. Pa zigor an nevez-amzer ez eo ar maré a ra al loguet ar muia zroug ; ar guella maré dada, a zo ar calagoan pé ar mis maê, pa quellit peb tra buân ; an ada gred é maré calagoan zo peurvuia ar stanca. C’houenna reer cant a ma eo deut ar blant vian crê avoalc’h da virout ober gaou out-hô. Buan a gresq ar plantennou avalou nevez glazet, ha qaout a reer, er bloaves quenta, en hô zouez, ac é deus bété tri droatet a ed ac iroc’h. Sével a reer ar vaguéres querquent ac an eil bloaves, ha planta reer ar guez vian a renquennadou, en oc’h leusquer tri droatet dan nebeuta étré peb a ini ; dibenna reer anezô goudé, daou pé dri mentet a eurc’h an douar.


Doaré planta ar guergéou.

Querquent a ma zint deut crê avoalc’h evit erzel doc’h an avel, dan oad pemp pé c’houec’h loas, é lequeer anezô er guergéou. Red eo arpa ar ré zempla var bicher, ha lacad drein pé eun drézen en dro dezô, evit hô divoal dens al loënnet. En oc’h planta er guergéou, é renquer teurel eves da leusquer ar griou vian outô ha dhô léda barz hô c’holo a zouar. Ar guez avalou dléont beza digasset gât éves, da lavarout discourret peb a nebeut : droug a rafed dezô ma ten-