Mont d’an endalc’had

Pajenn:Pompery - Quelennou var labour pe gonnidegues an douar, 1851.djvu/256

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 256 —



Gouscoudé eun tiec fur a zivoalo dilézel a dol na ré vuan quiz stuzia ar vro, evid diguémérout tré ar c’hizou squiantussoc’h a ziscoezan amâ ; né Penaoz quitaad ar c’hiz côz ha diguémérout un-al guelloc’h.

quitaï ar c’hiz côz nemet beb a nebeut. Leac’h ranna doc’h-tu é zouar a lodennou reizet éon evel a guellennan ; diguémérout a raï eur c’hiz daou-anter. Cetu penaoz : al loden quenta evit lacad an eostou da zilouzaoui, né vezo quet laqued tré didan brouscon griouennec, mes doc’h an douar ello trempa gât an teil a vezo. Ma zivouer an tremp, ar pez a jomo goudé deus al loden-zé, a vezo adet a guinis-tu, pini a neta ivez an douar, ac é vez guelloc’h var ludu. Nebeut a nebeut, ha dré ma gresco an tremp en tiégues, é viannaï an douarou tirien pé distu, ha, lec’h leusqueur anezô ô teana, é cresco ada melchen é barz ar ré vella, ac er ré distéra, peuri ieotennou ha melchen quemmesquet, péré vezint founussoc’h ha guelloc’h evit an tirienou treut lec’h a gasser bremâ chatalou fal ha naounec. En oc’h eulia ar c’hentel-mâ, an tiec c’hoantus da vellad é labour, ello ober gât talvoudégues, eb dispin na goal chans ebet.


————