Quélennou stuzia evit seiz loas, en douarou guinis ac en douarou scân.
En douarou guinis :
|
En douarou segal :
|
Quenta bloaves : bettarabes, pânes, avalou douar, etc.
Eil bloaves : eilz pé guinis meurs, pé lin gât melchen. Trédé bloaves : melchen. Pévéré bloaves : guinis pé guerc’h. Pempvet bloaves : it-tu pé brouscon, pé melchen ruz, adet en diben-eost aroc. C’houec’hvet bloaves : guinis pé lin[1]. Seizvet bloaves : ieotennou [2]. |
Quenta bloaves : irvinou, rutabaga, it-tu, caol-saout, etc.
Eil bloaves : Segal. Trédé bloaves : melchen ruz, charronz, ray-gras pé ieotennou al. Pévéré bloaves : guinis-tu pé guerc’h ha ieotennou etouëz. Pempvet bloaves : ieotennou falc’het pé peuret. C’houec’hvet bloaves : peuri. Seizvet bloaves : peuri. |
Guellout a reer, gât ar c’helen-mâ, c’hastenor erves an ezom padélez ar stuz, da bemp, c’houec’h pé zeiz bloaves, eb quitaat an doaré quemmennet. Neusquet ezom lavar eller chench an eostou discoëzet evit peb bloaves ha lacaad eun eost envelep eleac’h un al, eb terri urz ar stuz peb-eil-tro. Ar c’hélen stuzia evit seiz bloaves, eus a béré teir a beuri, pini a zel oc’h an douarou segal, ac eller eulia ivez gât talvoudegues en douarou squiz pé dinerzed, zo an doaré guir dhô guellad ha dhô laboura gât
gonnidégues, evel ez eo bet discoëzet uelloc’h.- ↑ Caout a reot el léôr talvoudus eus an aotrou Querret eus a Vontroulez, hanvet : Katikis gounidein an douar, quelennou mad meurbed var quement labour a zel oc’h al lin.
- ↑ Etré ar iéotennou a guemmennan ispicial ar ieoten-vras pé en eun nôz, ac ar ieotennou-pennou-guen ; an eil seurt-mâ a zeuont mad en douarou scaôn é péré ez eus druioni avoalc’h.