Pajenn:Pompery - Quelennou var labour pe gonnidegues an douar, 1851.djvu/250

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 250 —

ront en éar, dré hô zelliou léden, calz deus hô magadurez, ac é losquont en douar, evit é pinvidicad, tamou griou ha delliennou péré a vreinont enâ. Ouspen, al louzeier fal, lazet en oc’h c’houenna, dré ma teuont, né zennont tam doc’h druioni an douar ; a-hend-al, al louzeier né falaont an douar nemet pa chomont dober ha danvi hô ad : an edou brazit nac an irvinou corzennet né baouréont coulz lavar tam anezan. An doaré stuzia discoëzet amâ, a ran an tiégues é pidir darn pé lodennou, euz a béré diou zo ispicial evit caout boët loënnet ; né zilez tam douar mui ô téâna, labouret a ra ré dom piz, ha rô a ra couscoudé bevanz da voëta muioc’h a chatal ha dhô vaga guelloc’h. Ouspen, ar c’hiz-mâ espern and teil, pa eo guir, eur vech digasset an douarou dru avoalc’h, da lavarout a ben eun nebeut bloavechou goudé ez eo bet euliet an doaré-mâ, neus ezom teilla nemet paléfras deus an ol douarou, ar c’henta loden, ini ar brouscon c’houennet ; elec’h en oc’h derc’hel ar c’hiz côz, é teillor trédéren peb bloas dan nebeuta, ac é renquor dilézel pé leusqueur quément al ô téâna.


Talvoudus al beza, pa zeus tiéguéchou vraz, ac ispicial en douarou dister, ober eur ran padussoc’h deus an douarou, doc’h pemp, c’houec’h ha seiz vloas zo-