Quélen stuzia peb eil tro é pad pevar bloas en douarou scân.
En douarou losq ha nostamant, ar c’hiz-mâ a zo mad deulia : bloaves quenta, irvinou-rutabaga pé irvinou al, trempet ac adet é mis even, it-tu, pé caol-saout, teillet ivez ; eil bloaves, ségal ; trédé bloavez, melchen ruz, adet cant a ma vez medet ar ségal, euliet gât guinis-tu luduet, adet divez ar miz even, var eul labour ; pévaré bloaves, querc’h.
Caout a reer izeloc’h eur c’hiz stuzia padus, gât ieotennou peuri, évit an douarou-mâ, ac a véfé guelloc’h d’eulia. Peurvuia, lec’h lacad eostou da vellad an douar ha da deurel dan dremp, é c’houlennomp gât an douarou dister ré a eostou squïus ; c’hoarvézout a ra ivez ez eus muioc’h a gol évit gonnid oc’h hô laboura, distéraat a réont deus an eil bloaves dében, ha ben eun nebeut, rencomp hô zilézel.
Talvoudégues ar c’hiz discoëzet amâ.
Guellout a réer dré ar c’helennou-mâ penaos ar c’hiz stuzia peb eil tro go gouëzet en eun doaré netaad ha guellad an douar, en oc’h lacad, an eil goudé eguilé, an eostou dilouzaoüs ac espernus dan douar ac ar ré zo squïus ha divagus. Evelsé : an damvuia deus ar brouscon griennec roont dan douar muioc’h evid nhô deus tennet doc’h outâ, couzien a guémé-