lacad a ra étré-zo eostou evit dilouzaoui ha guellad. Quélen eur c’hiz stuzia peb eil tro evid pevar bloas en douarou mad.
Cetu amâ ar c’hélen doc’h an doaré-zé : bloaves quenta, betterabes, pé avalou douar, pé bânes, etc. ; eil bloaves, guinis meurs pé eilz ; trédé bloaves, melchen ; pévaré bloaves, guinis var melchen troëd. Ar c’hiz-mâ zo évit an douarou mad. An teil a vez laqued, er bloavez quenta, dar bronscon c’houennet, évit laza al louzeier a zo enân ; an adou a zo ébarz a c’hlazont ac é vezont lazet en oc’h c’houenna. Couscoudé, ma neoquet dru avoalc’h an douar, é zo red, Ran an tremp var peb éost. evit caout éostou mad peb guech, râna an teil var daou anezô : neuzé é teilior ta nebeutoc’h ar brouscoun c’houennet laquet er c’henta bloaves, ac é roor eun anter dremp dar guinis adet var melchen troëd. Er melchennou deut da roessad ha da groc’henni gât Teil a zo red da deurel pa roêr eun tremp mad. al louzeier, ez eo avechou guelloc’h lacad querc’h lec’h guinis, pini a zeuio mad eb tremp. An teil a zo red da deurel evit roei un tremp mad avoalc’h, zo peurvuia uguent carrad, doc’h ar poëz a zaou vil lur peb ini. An eostou laëret, da lavarout paquet er bloaves, étré daou éost braz, evid boëtach al loënnet, en nevez-amzer, né chenchont tam ar c’hiz stuzia-mâ. Ada reer ar segalou ac an irvinou da gorzenni, var lec’h ar guinis goan, er mis eost. Doc’h ma vez an douar, ma hoc’h-eus nec’h ne zeufent quet da vad, é teuint gât eul livadic teil.