Mont d’an endalc’had

Pajenn:Pompery - Quelennou var labour pe gonnidegues an douar, 1851.djvu/244

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 244 —

vraz, vez laquet, eb squiant, aroc pé varlec’h an daou it zo ô nem eulia. Couscoudé, an douarou stuziet eguissé né zéanont biquen ; quenderc’hel a réont da deurel eost, dré ma zint quen trézec en no zoaré ha quer mad, ha conzien dan dremp é caver en aod pez a guérer, pétraman er c’hériou pa mer a guichen. Al beza talvoudussoc’h, velato, da lacad doc’htu meur a eost divagus. an eil goudé éguilé, pa eo founus an tremp ha pinvidic avoalc’h an douar evid gonzanvi an doaré stuzia-zé eb falaad ; ha dar priz é ma hô ziéguéchou, ar gonnideien deus an arvor rencont Quelen eur c’hiz stuzia eus al Leon neller ober nemet en douarou dreist-ol.

tenna calz doc’h hô zouar ; mes fal a vizé eulia hô c’hiz en douarou dister pé daou-anter. Cetu amâ eur c’hélen demeus an doaré-zé : quenta bloaves, brouscon teillet ; eil, guinis gât bezin ; trédé, querc’h ; pévaré, lin ; pempvet, eils ha melchen, trempet gât bezin ha teil mesquet ; c’houec’hvet, melchen. Ar melchen a jom daou pé dri bloas ; goudé-zé é léquéont guinis, ac é heuliont adarré ar c’hiz-ma, en oc’h é asten pé é verrad, doc’h ma zigouez eassoc’h des-hô.


Pé guer guelloc’h eo an doaré lacad peb eil tro id ac eostou evit netaad.

An doaré lacad id ac éostou da netad ha da vellad peb peb eil tro zo ar squiantussa, abalamour ar c’hiz-zé né c’houzan quet daou eost divagus doc’h-tu, mes