roessad an douarou priec. Red eo, evit ober mad, laboura ar seurt douarou-ma dré an amzer gaër, ma nem roessaïnt mad, ha pa nint na ré zec’h na ré c’hlib.
An irvi bian a zo fal.
An irvi bian deus a eun droatet anter pé zaou droatet, eguis é vezont gred er vro, né zissac’hont quet mad avoalc’h an douarou priec ; rac an anchou zo ré vaz a ré stris doc’h an dour zo, é maré ar glaoéger. Dré-zé an irvi a chom beuzet atao ; an id a zen da véléni, goudé-zé da ruia, da roessad, ha né An irvi ré vraz a zo fal ivez. ra nemet corzennou dister ha pennou fal. Quer fal eo ober irvi ré vraz, abalamour ré ir zo deus an eil ant déguilé, ac an anchou nint quet stanc avoalc’h doc’h an dour zo en douar. Evit dizoura mad an douar glib é renq beza gred irvi cren, var dro ouec’h droatet ledander, ac étré-zo anchou doun ha neat.
Doaré dissec’ha an dour ac an eil lennou dré saniou toullet didan.
Pa vez courri didan ac a zalc’h an dour a andréajou, pa vez dour sao, eillennou ha nelleur quet disséc’ha en oc’h zressa an douar eguis eo bet discoëzet bremaïc, é reer, a euc’h an dour, eur sân pé eun troc’h adreuz, ac eun al soun da vont var bouëz traon, evit dastum ha digas an dour e meaz ar parc.