Mont d’an endalc’had

Pajenn:Pompery - Quelennou var labour pe gonnidegues an douar, 1851.djvu/238

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 238 —

voudus eo dezô beza dalc’het quempen evel eo dal loënnet al ; ha, lec’h dour poul, é véfé guelloc’h cafjent dour neat pa garjent. Al lorentez, clenvet ar môc’h. Al lorentez, a vez aliez var ar môc’h, zo eur c’hlenvet ac a zeu nouier quet penaos. Beza dalc’het ré er c’hraou, dioueri eus a ear vad ; creier louz ha boëtach fal, é digassont matrézé ar c’hlenvet. Quiq ar môc’h lôr a zo leun a c’houeziennou é péré ez eus prenvet bian ha neller quet guellout. Evit anavézout pa eo lôr eur penmoc’h bennag, é seller doc’h an déod, rac dindan-ân ez eus peurvuia c’houeziennou. Quement-sé, eller hô zenna, ac ar pen-môc’h al beza lôr eb beza discouézet oc’h an déod. Ar c’hlenvet-mâ né baré quet ; ha zi var moc’h lôr, al beza torrajou lôr ivez ; mes credi reer ned eoquet stagus ; guelloc’h eo, couscoude, tenna ar môc’h lôr doc’h touez ar ré iac’h. Eb beza clanvus, quiq ar môc’h lôr zo fal ; a-hend-al, gât ar c’hlenvet-zé né vella quet mui. Ar guella ta zo é laza kant anavézer ar c’hlenvet, lec’h leusqueur an droug mont var goassa. Ma zalc’héfed aneza ré ir, tissé mervel.