Mont d’an endalc’had

Pajenn:Pompery - Quelennou var labour pe gonnidegues an douar, 1851.djvu/236

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 236 —

ô nem gol, couzien é oant dieaz da verza, er vro, dré zispriz a reer var peb tra névez abarz é anavézout ; ha rencout a reer derc’hel eves en oc’h vaga loennet, deus goul ar brénérien, pa c’houlfent a-enep ar vad.


Torrajou ha magadurez.

Pa feller ober torrajou, é clasquér eun ôc’h mad en é c’horf, bloas dan nebeuta. Ar vez dlé beza corfet é doaré, ha beza gred é c’hresq avoalc’h, barz roei môc'h dezi ; boëted mad a renq beza queit é mâ ô vaga ar ré vian. Ar môc’h nint quet eaz na buan da larda qué né vez peur gred hô c’hresq gât-hô.


Boëtach ha doaré larda.

A-enep creden an ol, eur boetach mad ha fresc zo guelloc’h dezô evid boët ré drenc ; né leusquéor ta gôi hô boëd nemet nebeut, evit é vlaza eun tamic ac hô lacad da zribi fonnussoc’h. An id ac ar panezou a zo mad dreist-ol dezô ; Ar pânesou zoquen a lard anezô eb roei traou al da eul. Rô a reer dar môc’h iaouanc an delliou caol, saladen, lénard, delliou éolac’h mesquet gât eun tamic bren, avalou douar poaz pé brouscon al. Dré ma za ar môc’h el laguen evid nem zizober deus al laou ha deus an drebon, ned eo quet guir al laguen a vella nezô ; quer tal-