ini, Ouen daou anter savet é bro ar Faou. pé iénoc’h ha glipoc’h c’hoas zoquen, a zeu mad meurbed é Breiz. Digasset eus bet deus out-hô meur a vloas-zo, é meur a lec’h en départaman, ac ispicial é tro ar Faou, denvet Saoz, péré hô eéus ouennet enô gât digouez mad : ar méotet Saoz ac an danvadennet bro, hô deus gred eur ouen daou-anter, péhini, en é boëz, en é gorf ac en é gloan a dal dan nebeuta eun anter muioc’h evid eben. Mes ar goat Saoz ez a cuit bep a nebeut, dré ma zivouer méotet ha danvadennet evit cresqui ha quenderc’hel ar guellidigues-zé. Ar gonnideien a zalc’h denvet, pa ellont hô vaga mad ac hô zigas deul ar zaoud, dléfent caout doc’h ar ouen daou-anter-mâ.
Doaré ouenna an denvet.
Ar c’hiz zo leusqueur ar méotet ac an danvadennet iaouanc ouenna ré-abred, querquent a bloas ; fal eo ar c’hiz-zé : né zléfent quet beza losquet da ouenna qué ne vizent daou loas dan abreta. Dléer boëta mad ar méotet queit a maïnt ô c’holo an danvadennet, petraman falaï ar ouen : uguent danvades pé tregont dan irra, zo trevoalc’h da bep maout.
Oad an denvet.
An denvet hô deus quement a zent en hô javed izella ac hô deus ar zaout ; coueza réont ac é discoezont an oad en doaré eo bet lavaret evit ar zaoud.